Pevare Kroaziadeg
Gant ar pab Inosant III e voe galvet d’ur pevare kroaziadeg, evit aloubiñ an Douar Santel adalek Ejipt. Hogen ne oa ket gwall domm priñsed ha rouaned broioù Europa ouzh ar soñj-se, goude c’hwitadenn an Trede Kroaziadeg. Un arme kroazidi a voe savet koulskoude, renet gant ar c’hont Tepot III Champagn da gentañ ha gant Bonifacio del Monferrato goude marv Tepot.
Hogen ne dremenas ket an traoù evel ma oa bet rakwelet. Emglev o doa graet ar groazidi gant Republik Venezia evit feurmiñ listri diganto da gas en tu all d’ar mor 4500 marc’heg, 9000 floc’h hag 20 000 troadeg. Ne c’hallas ket ar groazidi paeañ ar gwirioù treizh penn-da-benn da Venezia hag e-lec’h bezañ kaset da Ejipt e voent kaset ganto da Zara (Zadar) war aod Dalmatia, da adkemer evito ar gêr-se a oa bet e dalc’h Venezia diagent. Dre ma oa kristenien eus annezidi Zara e voe taolet an eskumunugenn war ar groazidi ha pennoù bras Venezia, war un dro, gant ar pab. Buan avat e voe torret an eskumunugenn-se evit ar groazidi. Neuze e voe prometet d’ar groazidi o defe skoazell a-berzh Impalaeriezh Bizantion, ma rofent skoaz, int, da adlakaat war dron an Impalaeriezh Izaag II Angelos a oa bet nevez-tennet e garg digantañ gant e eontr Alexios III Angelos. Ar pab, diouzh e du, a felle dezhañ ober e vad eus an disrannoù e Kergustentin evit adunvaniñ an Iliz.
Divizout a reas renerien ar Pevare Kroaziadeg mont da Gergustentin, da glask adlakaat Izaag II Angelos war an tron. Goude daou brantad seziz, e 1203 hag e 1204, e voe kemeret kêr gant ar groazidi ha tud Venezia, d’an 13 a viz Ebrel 1204. Lakaet e voe an tan e kêr ha distrujet e voe ul lodenn vat eus Kergustentin. Ur wech kemeret kêr gant ar groazidi e voe rannet Impalaeriezh Bizantion ganto ha savet Impalaeriezh Latin Kergustentin ha Stadoù bihan all war douaroù Gres (mare Frankokratia a reer eus mare-se en istor Gres). Lakaet e voe ar c’hont Baldoen Flandrez e penn an impalaeriezh nevez. Padout a reas Impalaeriezh Latin Kergustentin betek 1261, ar bloavezh ma voe adkemeret ar galloud gant an impalaer bizantat Mikael VIII Palaiologos.
Embann a reas ar pab Inosant III e oa laouen gant disoc’h ar Groaziadeg ha gant ar promesaoù da adunaniñ an ilizoù. E gwirionez, avat, e voe peurrannet an Iliz katolik roman hag Iliz ortodoks, a oa dispartiet abaoe ar Chism meur ar C'hornôg e 1054.
Da-heul e voe gwanaet galloud ar pab, gwanaet ivez galloud Impalaeriezh Latin, tra ma oa kreñvaet beli Republik Venezia e reter ar mor Kreizdouar.
Ar Pevare Kroaziadeg n’eas ket betek an Douar Santel hag ar groaziadeg kentañ eo ma ne oa ket bet brezeliet a-enep muzulmaned a-benn ar fin.